Dialogue

Golo Dialogo Galileo Galilei e 1632.

Dialogue (pe Dialogues el liester) a zo stumm gallek pe saoznek ur ger hag a dalvez kement ha « diviz » pe « emziviz », « kendiviz ». Deveret eo eus ar gregach « dialogos », adkemeret e latin e-giz « dialogus » ha da c'houde er yezhoù europat pennañ (ar brezhoneg en o zouez[1]).

Deuet eo war wel da gentañ an emziviz e-giz framm ar filozofi o tiorren, dre gomz er penn-kentañ, gant Sokrates peurgetket, ha dre skrid adal dibenn ar Vvet kantved kent J.K. Dialogoù eo an holl oberennoù gant Platon. Gwelit : Emziviz (filozofi).

An doare dre c'houlenn ha respont a zo bet implijet ivez en ur spered disheñvel gant ar relijion gristen evit ar c'hatekiz. Hag embannet ez eus bet, diouzh an hevelep patrom, ur C'hatekiz pozitivour gant Auguste Comte.

A-hend-all, deuet eo an Dialog (pe a-wechoù Entretiens e galleg) da vezañ ur stumm lennegel (gwelit amañ dindan).

  1. F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, s.v. Dialog

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search